Armerzh ha gourc’hwel / Economie & emploi


Armerzh ha gourc’hwel / Economie & emploi


-        Tevetegezh enfredañ evit an dud a zo o chom e Breizh, izili o familhoù divroet ha nep den diavaez, ar priedoù pe evit an dud a embann sklaer labourat evit ar gourc’hwel pe an hevelebiezh vrezhon ;


-        Krouet e vo ur staelad a annezad pad a-benn bevenniñ an arvrokañ diloc’hel ha reiñ tro d’an oberianted da asperc’hennañ hon c’hêrioù ha kêriadennoù ;


-        Difennet ent tevetek e vo hon embregerion, hon dornwezhourion, hon embregerezhioù ha greanterezhioù bihan ha krenn. Anv zo da lec’hiañ ent naturel nerzhioù armerzhel buhezekañ Breizh e kreiz an nevidoù. E-touez an destrizhoù da sevel emañ eeunaat difraeoù hon embregerion ha prizañ araezegezh o hanren kevredigezhel ;


-        Izelaet e vo ar c’hargoù kevredigezhel hag uhelaet ar goproù dre baouez a arc’hantaouiñ ar greizelouriezh c’hall a zevoud tec’h ar c’hevalaoù ha koll ar frankiz kellidel ;


-        Harpet e vo diorreadur hon hevelebiezh sevenadurel ha yezhel (brezhoneg ha gallaoueg). Enfredet e vo koskor brezhoneger ha gallaoueger en amaezhiadurezhioù ; 


-        Savet e vo telloù e Breizh evit ar Vrezhoned ;


-        Gwarantet e vo ur skorenn diwaz dereat liammet ouzh koust ar vuhez hag ouzh ezhommoù an degemererion, ha gwarez dibarek al leveoù : engwanañ al leve zo kement ha liveriñ ar gwir da gemer a-leun e dro eus ar vuhez. Emañ al loazioù da vezañ kavet e nerzhaouegezh ha gwarez armerzhel ur vroad diouzh ment an dud hag atebek ;


-        Meret a-dost e vo an tiriad e kenlabour gant ar c’hounideion. Emañ en o c’harg ar braz eus gorread ar vro hag en o c’hefridi bevañ ar boblañs : dle e vo dimp skoazellañ da gentañ ar c’hounideion ;


-        Diorreet e vo an talbenn mor dezhañ ur varregezh eston. Herouezet e vo ur politikerezh mor e kreiz an armerzh ha gwarezer micherourion ar mor ;


-        Krouet e vo amredadoù berr eus ar c’henderc’her betek ar bevezer en holl strollegezhioù foran ;


-        Broadelet e vo ar gwazadurioù foran o galvidigezh : yec’hed, deskadurezh (en ur zoujañ d’ar renerezhioù prevez diouzh ezhomm), post ha pellgehenterezh, ristennoù pellwel breizhat foran, gremm…


-        Emellout a raio ar Stad vrezhon a-benn diren an digevatalderioù gopr ;


-        Lakaet e vo termen da nep « tell brevez » darvennet gant ar bankoù diwar-bouez feurbrizioù bankel lakaet da dalvezout dre vizoù derc’hel kont ha lamadoù direizh all.



-          La priorité d’embauche pour les résidents bretons, les membres de leurs familles expatriées et toute personne extérieure, conjoint-e-s ou s’engageant clairement à œuvrer pour l’emploi ou l’identité bretonne ;


-          Un statut de résident permanent pour limiter la spéculation immobilière et permettre aux actifs de se réapproprier nos villes et villages ;


-          La défense prioritaire de nos entrepreneurs, de nos artisans, de nos PME-PMI. Il s’agit de placer naturellement les forces économiques les plus vives de la Bretagne au centre des marchés. Parmi les contraintes à lever : la simplification des démarches de nos entrepreneurs et l'évaluation de la compétence de leur régime social ;


-          La baisse des charges sociales et la hausse des salaires par l’arrêt du financement de la France centraliste entraînant la fuite des capitaux et la perte de liberté financière ;


-          Le développement favorisé de notre identité culturelle et linguistique bretonne (breton et gallo). L’embauche de personnel s’exprimant en breton et/ou en gallo dans les administrations ;


-          Des impôts levés en Bretagne pour les Bretons ;


-          La garantie d’une allocation de retraite décente, correspondant au coût de la vie et aux besoins des bénéficiaires, et une protection particulière des retraites : ponctionner les retraites revient à pénaliser le droit de profiter pleinement de la vie. Les ressources sont à trouver dans le dynamisme et la protection économiques d’une nation à l’échelle humaine et responsable ; 


-          Une gestion rapprochée du territoire en collaboration avec les agriculteurs. Ils ont en charge la plus grande partie de la superficie du pays et se donnent pour mission de nourrir la population : nous devons épauler prioritairement les paysans ;


-          Le développement de la façade maritime au potentiel incroyable. Une politique maritime au centre de l’économie, protectrice des professionnels de la mer ;


-          La mise en place de circuits courts, du producteur au consommateur, dans toutes les collectivités publiques ;


-          Une nationalisation des services à vocation publique : santé, enseignement (respectant les directions privées le cas échéant), poste et télécommunications, des antennes audiovisuelles bretonnes publiques, énergie…


-          L’intervention de l’Etat breton pour réduire les inégalités salariales ;


-          Un terme à tout « impôt privé » exigé par les banques par le biais des tarifs bancaires appliqués par les frais de tenue de compte et autres retraits injustes ;