STROLLAD BREIZH DIZALC’H, perak ? / Pourquoi ?


STROLLAD BREIZH DIZALC’H, perak ? / Pourquoi ?

Evit ar wech kentañ e 2015 e voe gwelet ul listenn dizalc’hour war ar pemp departamant a ya d’ober Breizh : al listenn « Notre chance, l’indépendance », war ranndir Breizh hag kevret gant emstriverion rannvroelour e Liger-Atlantel. Evit gwir, dre m’eo rannet Breizh a-youl-gaer gant ar gouarnamantoù gall a bep kostezenn (« kleiz ha dehou ») diwar ur mennoz o sevel da vare an Occupation, n’eus ket tu kas an traoù war Vreizh a-bezh. Gant nebeut a arc’hant, hep gallout moullañ holl baperennoù mouezhiañ ha kelc’hlizheroù ar stourmad, e voe ur pezh daeadenn. Listennoù all zo neuze aet da heul o komz eus emrenerezh hag eus gwir d’en em savelañ dre ur prezeg diresis. Kalz a zlee soñjal eveldomp met diaes d’ar Brezhon kaout fiziañs ennañ e unan : pe strollad politikel a nac’hfe ent kefridiel ar gwir d’an emsavelañ ? Seul belloc’h ha seul zegemeradusoc’h ar mennoz. Tremen splann nad eo ket bet graet al labour emoueziañ, amañ hag evidomp hon unan : ur poblaters war an divoud hep lies bloavezhiad labour politikel a ve reuzus.

 

 


Lorc’h ennomp gant an arnodadenn hag o tougen randon gant ar merc’hed hag ar wazed a zo bet e–raok al luskad-mañ abaoe kantvedoù hag o deus roet tro dezhañ en un doare ameeun da zont e gouloù, e savomp diwar-vremañ diazezoù divrall ur strollad dizalc’hour evel a c’haller kavout e kement broad dindan dalc’h ur Stad na glot ket outi.

 


 

Betek neuze e veze dispis an dremmva politikel breizhat. Emañ beuzet c’hoazh en dislavaroù ha krefen kenere da zieubidigezh vroadel ar bobl vrezhon. Tu zo roet dimp da stagañ da vat gant an argraf. Bez ’ e rank Breizh adkavout he flas e-touez broadoù riek Europa. Gounid bras e ve dimp he asperc’hennañ evit a sell ar politikerezh, hon hevelebiezh hag an armerzh.

 


 

Emouez eo kalz a dud ouzh ar redi groñs da suraat un tonkad brezhon anezhañ an hent nemetañ a gement a aotrefe da bep hini antronozioù c’hoariusoc’h eget ar re a fard Frañs evidomp. Iziunañ a reomp bezañ muioc’h eget un trobarzh europat, ur vagerezh tud labour ha kellid evit mad an erbar kreizennelour gall. Abaoe meur a gantved emañ Breizh war-dro Frañs : en he gaou pa lez ganti he nerzhioù denel er brezelioù hag en ur greizennelouriezh emgreizat diharz. Padal ez eus ac’hanomp ur vroad dellezek eus he dizalc’hiezh hag emañ pep tra a-du ganimp evit dont a-benn : ar merc’hed hag ar wazed a ya d’he ober, un emouiziegezh uhel ouzh ar mad stroll, un hevelebiezh kreñv, ul lec’hiadur douaregorel brientek, Istor ur Stad dizalc’h…

 


 

Pell diouzh arvelloù diabarzh al luskadoù a c’houlenn c’hoazh en aner ma vo digreizennet ur Frañs anadreizhadus a zo kreizennet dre anien aba m’eo bet krouet, e verkomp amkanioù sklaer, ankevraouus. Sevel a raio al lennadusted-se nep forc’hellegezh en orin ar c’henniñvoù e kalon strolladoù an Emsav (en e ster ledanañ).

 


 

Setu m’eo krouet ar strollad politikel nevez Strollad Breizh Dizalc’h :

 

 

 

Bez’ ez eus anezhañ ur strollad dizalc’hour breizhat a rann dic’houlez e izili ar sternioù amañ da heul (nad eont ket d’ober ur raklun politikel, pell a vezañ dizilerc’h a hent all, met talvoudoù stern oc’h unaniñ izili ar strollad hag anezho kement all a amkanioù tevetek a-benn aspiaouañ hon riegezh en Europa ar pobloù) :

 


 

Talvoudoù diazez :

 

-        An dizalc’hiezh eo pal pennañ ar strollad. En em genemprañ a ra e dalvoudoù en dro d’ar poent kreiz-se, bezant en e holl gehenterezh.

 

-        Dinac’h a ra ar strollad an holl bellaoù. Reizhwir eo ar mennoz a zizalc’hiezh, ar mennoz a riegezh, reizhpoell eo ha ret evit nep tiriad dezhañ un istor, ur vroad kozh hag un tonkad boutin. Tremen a ra an denelouriezh dre zifenn ar gumuniezh vroadel ha gwarez ar merc’hed hag ar wazed a ya d’he ober forzh peseurt e ve o orin, o c’hravez pe gredenn, o menoioù pe o zuadur revel. Degemeret e vo er strollad nep hinienn diwar an daou ziviz nemeto : rannañ an holl dalvoudoù-stern eztaolet dre ar garta-mañ ha na vezañ ezel eus nep strollad politikel all (lavaret a-c’hiz all, an divemezeladurioù ned int ket aotreet e Strollad Breizh Dizalc’h).

 




En 2015 voyait pour la première fois le jour une liste indépendantiste sur les 5 départements bretons : la liste Notre Chance, l’Indépendance sur la Bretagne administrative et en alliance avec des candidats régionalistes en Loire-Atlantique. En effet, la partition de la Bretagne voulue par les gouvernements français « de droite et de gauche » sur une idée datant de l’occupation ne permet pas de couvrir la Bretagne intégrale. Avec peu de moyens, sans pouvoir imprimer tous les bulletins et circulaires de campagne, ce fut tout de même un sacré challenge. D’autres listes ont alors emboîté le pas en parlant d’autonomie et de droit à l’autodétermination par un discours très vague. Beaucoup devaient penser comme nous mais le Breton peine à avoir confiance en lui : quel parti politique refuserait officiellement le droit à l’autodétermination ? Plus c’est lointain et plus l’idée deviendrait acceptable. A l’évidence, le travail de conscientisation n’a pas été fait ici et pour nous-mêmes : un référendum à ce sujet sans plusieurs années de travail politique serait donc catastrophique.


Etant fiers de cette expérience, fiers des femmes et hommes qui ont précédé ce mouvement depuis des siècles et qui lui ont permis indirectement de voir le jour, nous bâtissons désormais les bases inébranlables d’un parti indépendantiste comme l’on peut en trouver dans toutes les nations sous domination d’un Etat qui ne lui correspond pas. 


Jusqu’alors, le paysage politique breton était flou. Il se trouve encore noyé dans des contradictions et des sujets connexes à la nécessaire libération nationale du peuple breton. Nous allons pouvoir enfin entrer dans le vif du sujet. La Bretagne doit retrouver sa place dans une Europe des nations souveraines. Nous avons tout à gagner dans sa réappropriation politique, identitaire et économique.


Beaucoup sont conscients de l’impérieuse nécessité d’assurer un destin breton comme unique voie permettant à chacun des lendemains plus rieurs que ceux que la France nous réserve. Nous aspirons bien mieux qu’être une périphérie européenne, un réservoir de main-d’œuvre et de finances pour le projet centraliste français. Depuis plusieurs siècles, la Bretagne est au chevet de la France : à son détriment puisqu’elle y laisse toutes ses forces humaines dans des guerres et dans un centralisme nombriliste sans limite. Nous avons pourtant tout d’une nation méritant son indépendance et nous avons tout pour réussir : les femmes et les hommes qui la constituent, une haute conscience du bien collectif, une identité forte, une position géographique privilégiée, l’Histoire d’un Etat indépendant… 


Loin des querelles intestines des mouvements qui réclament encore la vaine décentralisation dans une France irréformable, centralisée par nature depuis sa création, nous plaçons des objectifs clairs, non négociables. Cette lisibilité lèvera tout ambigüité se trouvant souvent à la source des conflits au sein des partis de l’Emsav (mouvement breton dans son sens le plus large). 


Est fondé le nouveau parti politique Strollad Breizh Dizalc’h (SBD) :


 


Il s’agit d’un parti politique indépendantiste breton dont les membres partagent sans concession les cadres suivants (qui ne constituent pas un programme politique, loin d’être exhaustif d’ailleurs, mais des valeurs-cadres unissant les membres du parti et représentant à la fois autant d’objectifs prioritaires pour recouvrer notre souveraineté dans une Europe des peuples) :


 


Valeurs fondatrices :


-          L’indépendance définit l’objectif principal du parti. Ses valeurs s’articulent autour de ce point central, présent dans toutes ses communications.


-          Le parti refuse tous les extrêmes. L’idée d’indépendance, de souveraineté est un projet légitime, logique et nécessaire pour tout territoire comportant une histoire, une nation ancienne, et un destin commun. L’humanisme passe par la défense de la communauté nationale et la protection des femmes et des hommes qui la constituent quelles que soient leurs origines, leur religion ou leurs croyances, leurs opinions ou leur orientation sexuelle. Tout individu est accepté dans le parti sous les deux seules conditions de partager l’ensemble des valeurs cadres exprimées par la présente charte et de n’adhérer à aucun autre parti politique (autrement dit, les doubles adhésions ne sont pas autorisées dans Strollad Breizh Dizalc’h) ;